- Gilles Servat
- >
- Other
- >
- Yezhou Bihan
Testo Yezhou Bihan
Testo Yezhou Bihan
Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
Evel ar stered, o strinkañ e brozh an noz,
Ha petra vefe al loar hep o skedoù,
Met ur gouloù nemetañ, kreiz an egor goullo ?
Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
Evel gwad hag aour bokedoù ar pradoù,
Ha petra vefe ar geot hep ho karmoù, Met lavnennoù, holl heñvel, en ec’honderioù don ?
Yezhoù, ma vez graet bihan ac’hanoc’h,
E-giz inizi war ar mor bras hadet,
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted,
Nemet irvi hag irvi hep diwezh an tonnoù ?

Lyrics powered by LyricFind
- Testi Ultimo
- Testi Pinguini Tattici Nucleari
- Testi Vasco Rossi
- Testi Jovanotti
- Testi Marco Mengoni
- Testi Lucio Battisti
- Testi Tiziano Ferro
- Testi Cesare Cremonini
- Testi Gazzelle
- Testi BLANCO